Narvik
Neuz
Narvik (norvegeg : Narvik ; samieg an norzh : Narviika) a zo ur gêr e kontelezh Nordland, e Norvegia. En em ledañ a ra ar gumun war 2 029 km², ha 14 051 den a oa o chom enni e 2023[1].
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-pad an Eil brezel bed e voe emgannoù bras e Narvik. Ul lec’h strategel e oa ar porzh-se. Soudarded eus Breizh-Veur ha Bro-C'hall a roas dorn da arme Norvegia evit adkemer ar porzh goude aloubadeg Norvegia gant an Nazied (9 a viz Ebrel 1940). Pa voe taget Bro-C’hall gant an Alamaned, ez eas ar soudarded estren kuit e miz Mezheven 1940, ha lezel soudarded Norvegia o-unan. Re wan da c’hellout en em zifenn, e rankjont kodianañ gant an Alamaned.
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (no) Lec'hienn ofisiel
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) Population and land area in urban settlements, Statistik Sentralbyrå (lennet d'an 09/08/2026)