Herma (kizellerezh)
Neuz

Un herma (henc'hresianeg : ἕρμα ; liester : ἑρμαῖ hermai) a oa, e Henc'hres, ur bloc'h maen kizellet, warnañ ur penn pe un hanterskeudenn ha, peurliesañ, e kreiz ar bloc'h, ur c'halc'h hag un divgell.
Dont a rafe an doare delwennoù-se eus ar ger henc'hresianek ἕρματα (hermata, "bloc'had maen")[1] ; hervez ur vartezeadenn all e teufe eus anv an doue Hermes (Ἑρμῆς).
Lakaet e veze an hermai e lec'hioù foran, evit merkañ ur c'hroashent, harzoù, pe da vont e-barzh ur stadion, da skouer.
- Herma itifallek Sifnos, war-dro 520 kJK.
- Herma taolennet war ul lekythos, eil kard ar Vvet kantved kJK.